Dimidium

Dimidium

Dimidium (anvadur skiantel: 51 Pegasi b), a zo un ezplanedenn dizoloet d'ar 6 a viz Here 1995 gant Michael Mayor ha Didier Queloz. Treiñ a ra tost-kenañ ouzh he steredenn, Helvetios, hag he gwrezverk a zo uhel-tre, moarvat a-us da 1 000 derez. An hanter eus hini Yaou eo he zolzenn.

Emañ war-dro 50 bloavezh-gouloù diouzh steredeg Pegasos. 51 Pegasi b e oa ar c'hentañ ezplanedenn a oa dizoloet e kelc'htro en-dro d'ur steredenn heñvel ouzh an Heol (51 Pegasi). Patrom ur rummad planedennoù anvet yaouioù tomm eo.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search